Lid-koun 100 vloaz diskleriadur ar brezel bras 1914-1918 d'ar 1añ a viz Eost 2014
Fellet en deus da gumun Lokorn ober ton da lidañ an darvoud.
Ur boked a zo bet pozet da gentañ gant an Aotroù Maer war Monumant ar Re Varv tra ma oa an glaz o tintal. Ul lid leun a from hag a zinentez a zo bet goude-se war Plasenn an Ti-Kêr aozet gant dilennidi eus ar C'huzul-Kêr skoazellet mat gant ar gevredigezh "Memor Lokorn", brezelerien gozh ha kalz tud a youl vat.
Selaouet o deus an dud, poblañs Lokorn ha touristed o tremen, meur a embann, tra ma oa daou vrezelour eus brezel Aljeria o tougen ar banieloù : urzh engalvadeg 1914, rentañ-kont un diviz eus Kuzul-Kêr Lokorn, d'an 23 a viz Eost 2014, o kas ur salud a galon da vugale ar gumun aet da stourm, roll bugale Lokorn marv evit ar vro, un diverrañ eus istor ar brezel, penaos e oa kroget, petra a oa c'hoarvezet hag e peseurt mod eo diwanet Europa ar peoc'h.
Echuet eo bet al lid gant Sonenn ar re varv c'hoariet war ar saksofon gant Vincent VANSTEENE, gant ar Ganenn d'al levenez hag a zo himn Europa ha gant kleier an iliz o vrallañ.
Lennadenn ar skridoù-mañ :
- Roll bugale Lokorn marv evit ar vro gant Clarisse Chipon ha Ronan an Henaff
- Lennadenn an urzhioù engalvadeg e galleg gant Eric Pianezza-Le Page, e brezhoneg gant Lukian Kergoat
- Un diverrañ eus istor ar brezel, penaos e oa kroget, petra a oa c'hoarvezet gant Eric Pianezza-Le Page
- Degas da soñj krouidigezh Europa gant Eric Pianezza-Le Page
- Diviz ar C'huzul-Kêr d'an 23 a viz Eost 1914 gant André Chatalic
Gweladenn bugale skol Anna Vreizh d'an diskouezadeg
14-18. An diskouezadeg oc'h ober berzh (pennad Annick Hempel war an Télégramme d'an 12 a viz Du)
Serret e oa bet dec'h an diskouezadeg war ar brezel-bed kentañ bet savet gant tud a youl vat Memor Lokorn. Bugale CM1 ha CM2 skol Anna Vreizh a oa bet dilun o rentañ ur weladenn d'an diskouezadeg. Roet ez eus bet ur c'hlizinenn da bep hini gant Ofis broadel ar vrezelourien gozh e Kemper. Fichennoù tematikel a zo bet roet d'ar c'helenner evit kemer perzh er genstrivadeg skol "arzourien vihan ar Memor" hag ul levr "Glizin ar spi". Renet eo bet ar weladenn gant Thierry Bonhomme. "Kalz berzh he deus graet an diskouezadeg, en deus lavaret Thierry Bonhomme. 82 gweladenner a oa bet disul, 26 dilun hag ar vugale ouzhpenn. Pozitivel-tre ar bilañs evit 11 devezh diskouezadeg. N'eo ket tud eus Lokorn a zo deuet da welet hepken, met touristed a zo bet ivez"
© Le Télégramme – Muioc'h a ditour war http://www.letelegramme.fr/finistere/locronan/14-18-succes-de-l-exposition-12-11-2014-10421416.php